Emgann Aegelesthrep | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Brezhoned | Saozon | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Vortigern | Hengist Horsa † | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Kolloù | |||||||
Katigern | Horsa |
En emgann Aegelesthrep en em gannas ar Vrezhoned ouzh ar Saozon. N'eo anavezet nemet dre un arroudenn eus ar C'hronik angl-ha-saoz :
Ne lavar ket ar C'hronik piv a c'hounezas, met Nennius a veneg un emgann c'hoarvezet en ul lec'h a oa Rithergabail e anv, ma vije bet lazhet Horsa. Ne spisa ket kennebeut piv a voe trec'h met hervezañ e voe gounezet ar brezel gant ar Vrezhoned.
Hervez John Morris e oa an emgann-se un darn eus un argadeg saoz war-du Londrez. Harpet e voe, war a seblant, daoust ma ne voe ket peurdrec'het Hengist rak barrek e voe da faezhañ ul lu brezhon bloaz diwezhatoc'h en Emgann Crecganford.
© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search